Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | William Bouguereau |
Anv ganedigezh | Adolphe Williams Bouguereau |
Anv-bihan | William, Adolphe, William-Adolphe |
Anv-familh | Bouguereau |
Deiziad ganedigezh | 30 Du 1825 |
Lec'h ganedigezh | Ar Roc'hell |
Deiziad ar marv | 19 Eos 1905 |
Lec'h ar marv | Ar Roc'hell |
Lec'h douaridigezh | bered Montparnasse |
Pried | Marie-Nelly Monchablon, Elizabeth Jane Gardner |
Kompagnun(ez) | Marie-Nelly Monchablon |
Bugel | Henriette Vincens, Georges Bouguereau, Jeanne Bouguereau, Paul Bouguereau, Maurice Bouguereau |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | livour |
Tachenn labour | livouriezh |
Implijer | Beaux-Arts de Paris |
Karg | chairperson |
Bet war ar studi e | Beaux-Arts de Paris, French Academy in Rome |
Bet studier da | François-Édouard Picot |
Lec'h annez | Hôtel particulier, 15 rue Verdière, La Rochelle |
Lec'h labour | Pariz, Roma |
Sponsor | Paul Durand-Ruel |
Oberenn heverk | Dawn, Ganedigezh Gwener |
Luskad | Arz akademiek, Skol Pont-Aven |
Ezel eus | Académie des beaux-arts, Fondation Taylor |
Tachenn | poltred, figure painting, mythological painting |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Critical catalogue | William Bouguereau: His Life and Works |
William-Adolphe Bouguereau (La Rochelle, 30 a viz Du 1825 – idem, 19 a viz Eost 1905) a oa ul livour gall.
Mab e oa d'un nevidour gwinoù Bordeaux. E familh a oa katolik a orin saoz. E skol-kêr Bordeaux e teskas an tresañ, kent mont e 1846, oadet 21 bloaz, da Baris da skol an Arzoù-Kaer, da zeskiñ digant al livour nevez-klasel François-Édouard Picot (1786-1868). Daou vloaz goude, e 1848, e voe deroet eil Priz Roma, war ar rampo gant Gustave Boulanger (1824-1888) d'an deskard evit e daolenn Saint Pierre après sa délivrance de prison vient retrouver les fidèles chez Marie (1848). E 1850 en devoe kentañ Priz Roma evit Zénobie retrouvée par les bergers sur les bords de l'Araxe (1850).
E 1856 e timezas gant Marie-Nelly Monchablon (18361877), a zo bet e batromez evit meur a daolenn ; pemp bugel o devoe[1].
Labourioù kinklañ a reas e 1865, evit tiez prevez, iliz-veur La Rochelle, chapelioù ha sel C'hoariva Meur Bordeaux.
Adalek 1866 e voe meret e respet gant ur marc'hadour taolennoù : meur a oberenn gant Bouguereau a voe gwerzhet, da brenerien stadunanat dreist-holl : daouzek hepken eus e daolennoù a voe bodet da-geñver Diskouezadeg hollvedel Paris e 1878, ar peurrest o vezañ en SUA[2].
E 1869 ha 1871 e voe e Breizh (An Alre, Fouenant, Konk-Kerne), ma livas taolennoù.
Intañv e voe an arzour goude tremenvan e bried e 1877, oadet 40 vloaz. En hevelep bloaz e varvas o fempvet bugel, oadet bloaz[1].
Er bloaz 1885 e voe dilennet William Bouguereau da gadoriad ar Fondezon Taylor, ur gevredigezh arzourien ; er gador e chomas betek diwezh e vuhez. En hevelep bloaz e ve deroet dezhañ ar vedalenn a enor e Saloñs Paris[3]
Adalek 1888 e voe kelenner en Akademiezh an Arzoù-ker e Paris hag en Akademiezh Julian, ur skol brevez ; bep bloaz e veze dikouezet e daolennoù e Saloñs Paris.
E 1896, d'e 71 vloaz, e timezas al livour gant ur skoliadez dezhañ, al livourez stadunanat Elizabeth Jane Gardner (1837-1922), a oa 59 bloaz da neuze[1]. Hep mar ebet e c'houlennas E. J. Garner digant he fried, a oa kadoriad Akademiezh an Arzoù-kaer, penn ar Saloñs ha kadoriad al Légion d'Honneur, pouezañ evit ma vefe digoret an Akademiezh Julian ha Skol an Arzoù-kaer d'ar maouezed[4]
D'an 19 a viz Eost 1905, en e 79vet bloaz, e varvas William Adolphe Bouguereau e La Rochelle, e gêr c'henidik. E bered ar Montparnasse e Paris emañ e vez[1].